Chaves (Portugal)

Ar Pont roman e Chaves

Chaves (distaget [ˈʃavɨʃ] e portugaleg) zo ur gêr hag ur gumun e hanternoz Portugal, tost da harzoù Spagn. E 2011 e oa 41 243 a dud o chom enni. An eil kumun bobletañ eo e distrig Vila Real. Unan eus kêrioù brasañ proviñs kozh Trás-os-Montes eo, war lez ar stêr Tâmega.

En amzer ar Romaned e oa anavet evel Aquæ Flaviæ, ha brudet e oa dija an eien dour tomm a zo enni.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search